Enklaskoù « Splann ! » da selaou

40 Episodes
Subscribe

By: Splann ! Enklask

Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! », Goliaths, que cachent les multinationales ha les e...

✂️ Turn this podcast into clips
Eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Sofa gant Radio BOA 1/3
Eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Sofa gant Radio BOA 1/3 episode artwork
#13
Today at 12:36 PM

Enklask nevez Splann diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened.

En ur labourat war pardon Feiz e Breizh eo, en doa komprenet ar c’hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc’h d’ober. Tudennoù “identitaires” talvoudus a sferenn an tu-dehoù pellañ radikal a oa bodet. E miz Gwengolo 2026 e vode tro 2.000 a dud.

Ar sizhun-mañ, setu penn kommañs an eskemm gant ar c’hazetenner dizalc’h, diazezet war e enklask embannet gant Splann ! e kompagnunezh Pierre-Yves Bulteau. Plujadenn e ekosistem an tu dehoù-pellañ katolik er Mor-Bihan etre lefevristed, royalisted hag all… war ur foñs id...


En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG
En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG episode artwork
#12
10/07/2026

E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann ! » : « En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù ».

Da gomañs : abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened ? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X e yae ur bern tud eus ar Strollad PNB da birc’hirinañ war hentoù Feiz ha Breizh.

Bro-Gwened hag e derouer zo ur vro hep he far pa gaozer eus ar relijion gris...


Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32
Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32 episode artwork
#32
09/30/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus Splann !

Ur metanizer skouerenn… lakaet diaes

Atersadenn krouer Odour.live, kartografiezh ar c’hwezh-flaer er vro

Dastumet evidoc’h

Embregerezh Pierre Fabre a dag en difamasion La Relève et la Peste evit bout embannet e liamm get an A69.

Ar film Mathilde est députée arc’hantaouet ag 1/3 get ar Rannvro… Goude miziadoù tabut.

Pig&Run: ur redadeg evit roiñ un istor gwelloc’h d’an desevel moc’h e breizh.

Raktr...


Lizher-kelaouiñ : Tost echu eo gant Kerliver #31
Lizher-kelaouiñ : Tost echu eo gant Kerliver #31 episode artwork
#31
09/21/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus « Splann ! »

Distro-skol diwezhañ evit kreizenn Kerliver e Hañveg ; Lakaet fall ar Veajourien ‘gaoz d’an diouer a rakwel àr an hin ;

Dastumet evidoc’h

Bannieloù JA hag FDSEA staget àr dorioù-porzh ar lazhti Socopa e Gwengamp ; Emrenerezh a-fed boued: ankiet eo ar c’honf ha Kevre ar labourizion bio ; Embannet ur sintezenn àr impakt ar mengleuzioù àr an endro get an OFB ;

Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.

K...


Afer Imerys Groñvel : micherourien klañv gant ar boultrenn
Afer Imerys Groñvel : micherourien klañv gant ar boultrenn episode artwork
#11
09/20/2026

Reuz zo atô en-dro d’ar maengleuz Imerys e Groñvel. Tamallet ‘zo bet d’an embregerezh bezañ polluet an dour hag an douaroù en-dro d’ar vaengleuz dija hag ar wech-mañ ’zo bet lakaet war-wel penaos ’zo kalzig micherourien ha zo chomet klañv goude bezañ bet o labourat en uzin e-kichenn, gant ar poultrennoù fall a teue en o skevent.

Ur wech all c’hoazh eo bet lakaet an dra-se war-wel gant ar media breton Splann. Ar gazetennerez Caroline Trouillet a zo ’vont da gontañ deomp deus an afer-mañ.

Un atersadenn gant Anton Burel (Radio Ke...


Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30
Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30 episode artwork
#30
06/28/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus « Splann ! »

A vraserezh an houbl d’ar raktres mediatek: raktresoù diharzh Erik Tegnér ; Gwiaderezed an huñvre, ur c’hwepat e bro Dreger.

Dastumet evidoc’h

Savet e vo da vat ar savadurioù luks e Sant-Maloù ; Prezidant nevez ar CFTC a vehe digor d’an tu dehoù-pellañ ; Jiboes d’arar veganed ; 142.500 euro a zleay ur c’hazetenner evit bout testeniet àr boazioù Vincent Bolloré.

Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.

...


Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned
Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned episode artwork
#10
05/31/2026

En abadenn Gouloù-noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025.

Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’hed a weler o tont diwar-se : fall a-walc’h an dour da evañ, bezhin glas war an aodoù ha saotret an dour kouronkañ war draezhennoù zo.


Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29
Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29 episode artwork
#29
05/26/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus

« Feulster er parkeier » get Nicolas Legendre, da welet en replay àr France TV hag un atersadenn get ar c’hazetenner da lenn àr lec’hienn « Splann ! » ivez ; An demokratelezh e park-mor an Iroise : ken bresk evit ar vevliesseurted ?

Dastumet evidoc’h

Mirdioù naturel bis: talvoudegezh ar c’hazetenniñ ; Raktres lezenn àr ar labour-douar: bresk an demokratelezh, c’hoazh hag atav… ; Keleier skiantel àr servij publik ar c’hleweled : kouezhet en ur pech ; E aer Indre (bro An Naoned) e vez sammadoù Chrome VI re u...


Ospitalioù o tarzhiñ... ha titouroù kuzhet ? | Sofa gant Radio BOA 2/2
Ospitalioù o tarzhiñ... ha titouroù kuzhet ? | Sofa gant Radio BOA 2/2 episode artwork
#10
05/24/2026

Titouroù talvoudus a zo e danevelloù an ospitalioù… Lod anezho a nac’h reiñ anezho da « Splann ! ».

Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù.

Goulennet e oa bet danevelloù evezhiiñ oberatadennoù an ospitalioù gete. Mand eo bet kaset an titouroù get lod ‘zo deus an ospitalioù, 3 ospital arall (e Brest pe Roazhon) o deus nac’het reiñ an...


Ospitalioù Breizh : mouget get redadeg an helvusted | Sofa gant Radio BOA 1/2
Ospitalioù Breizh : mouget get redadeg an helvusted | Sofa gant Radio BOA 1/2 episode artwork
#9
05/17/2026

Enklask nevez « Splann ! » àr stad an traoù e ospitalioù ar vro.

Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù.

Ar sizhun-mañ e lak Caroline Trouillet ar gaoz àr ar sistem arc’hantaouiñ war an oberatadenn : an T2A. Lakaet e oa bet e plas e 2004 en ur framm « renevesaat » ar servij publik. Prizioù disheñwel a vez pa...


Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh
Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh episode artwork
#20
04/17/2026

E mengleuz Gerfalez, e Groñvel, ‘vez tennet 25% eus an añdalouzit a vez tennet er bed. An añdalouzit a vez implijet peurvuiañ en uzinoù houarn, gwer pe c’hoazh simant, kar gouest eo an tamm mein-mañ da zalc’hen mat-tre diouzh ar wrez. D’an embregerezh Imerys eo ar vengleuz-se, memes-mod evel an div uzin bet savet e-kichenn, e-lec’h ma vez tretet ar c’hailh.

E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask e Groñvel gant ar media « Splann ! », kaset da benn ar gazetennerez Celia Izoard. Hervez he deus diskuzhet eno e vefe bet kontammet ar gwazhioù...


Lizher-kelaouiñ : Votadegoù-kêr, izelvor evit an ekologiezh #28
Lizher-kelaouiñ : Votadegoù-kêr, izelvor evit an ekologiezh #28 episode artwork
#28
04/07/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus

Sell « Splann ! » war disoc’hoù ar votadegoù-kêr e Breizh ; Mengleuz breton Imerys : skuilhet eo bet produioù kimikel, kelaouet eo prokulor ar Republik Sant-Brieg ; Lakaet diaes kanerien e Roazhon abalamour d’o zalvoudoù e-skeud d’an abadenn Luminiscence.

Dastumet evidoc’h

PFAS : eus an uzin betek ar boued ; « Rural » o tont er maez ; « E interest ar servij » ; « Splann ! » a genlabour get ar media Bonpote bremañ Minotennoù bor ar mor: digorit an hent !

Adkavit ivez Taol-lagad ar wikipedour àr Ÿnsect, n’oe klasket impl...


Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27
Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27 episode artwork
#27
03/16/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus

E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra ; Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù.

Dastumet evidoc’h

91 darvoud gwask frankiz ar c’helaouiñ enrollet àr tiriad Republik bro Frañs e 2024 ; Taget e vez kevredigezhioù difenn an natur get an RN ; Fotovoltaek: kartennoù drol ; « Splann ! » a genlabour get ar media Bonpote bremañ Minotennoù bor ar mor: digorit an hent ! <...


Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26
Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26 episode artwork
#26
02/06/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus « Splann ! »

Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? Saotradurioù chanterioù bagoù e Sant-Nazer.

Dastumet evidoc’h

Ospital publik versus liesklinikenn prevez: ar c’hograd e Lannuon àr operatadennoù an dijestif ; An Naoned: kerbenn ar reakosferenn e Breizh ? Wikipedia: liammoù etre an FNSEA hag embregerezhioù bras diverket ; Sklaverezh: taoloù kastiz, en appel ivez evit ar c’houblad e penn Prestavic.

Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.

Kenlabourat a ra gan...


Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25
Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25 episode artwork
#25
01/17/2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus « Splann ! »

Dilennadegoù ti-kêr: Yazim Yenier, an danvez dilennad a surf àr an disurañtez ; Brasaat Tachenn Avel vor: testeniet en dehe korespondant ur gazetenn lec’hel a-enep d’ar stourmerien enep ar raktres.

Dastumet evidoc’h

Feulster an tu dehoù-pellañ e Brest ; Saotradur ar stêr Tromorgan : 2 zesaver-chatal anaveet kablus gant ar lez-varn ; Rouanezed ar pradoù : queens Menez Are ; An Sage ne vo ket sinet, da-heul ur stourm get tud an FRSEA, JA et FDSEA ; Keriadenn ar Roc’h-Gwenn a zo en...


Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed...
Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed... episode artwork
#10
12/15/2025

Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant.

Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann ! », tost manu militari eus parklec’h ar stal Armor Lux. Muioc’h a ditouroù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.

Kinniget eo bet ar c’hele...


Lizher-kelaouiñ : Reuz e Kraozon ablam d’ur savadur cheuc’h nevez savet #24
Lizher-kelaouiñ : Reuz e Kraozon ablam d’ur savadur cheuc’h nevez savet #24 episode artwork
#24
12/09/2025

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus « Splann ! »

Tenn an aergelc’h e Krahon (29) etre ar mare hag an tu-enep ; Stad Brest Arkea Park : testeni an hini a laboure get maer Brest.

Dastumet evidoc’h

Extinction Rebellion aloubet ? Ouest-France àr hent ar strizhder ekonomikel. Kounar bras an dud e bro Tunizi enep uzinoù (reoù a zo a vBreizh).

Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.

Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù...


Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23
Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23 episode artwork
#23
11/15/2025

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Fokus

Atlantic ’Eau, ar sindikat dilennidi ha dilennadezed a stourm evit kalite an dour e dep. Liger Atlantel.

Enklask nevez àr The Land. Streset bras ar gelennerienezed àr ar c’hampus « kentañ gouestlet d’ar vuhez àr ar maez en Europa »…

Dastumet evidoc’h

Ur c’hehentiñ gitonioù àr ar busoù, get dremmoù laouen ar re gozh o veviñ e Avel e Brest… Ne glotehe ket get ar wirionez.

Aesaat ar stlabez a vez graet get an uzinoù-moc’h...


Enkadenn an ospital publik e Breizh 2/2 | Peoc'h ba'l loch !
Enkadenn an ospital publik e Breizh 2/2 | Peoc'h ba'l loch ! episode artwork
#8
11/14/2025

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed.

« Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025.

Abaoe pell zo, eme tud Splann !, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras.


Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch !
Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch ! episode artwork
#7
11/10/2025

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed.

« Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025.

Abaoe pell zo, eme tud Splann !, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras.


Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh
Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh episode artwork
#18
10/27/2025

E keleier ar vro oe bet kaoz deus hon enklask diwezhañ diwar-benn stad an ospitalioù publik e Breizh.

Lies eo ar c’hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc’h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjaille. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.

Pevar pennad a zo d’an enklask, a c’hellit lenn digoust e brezhoneg dre lec’hienn « Spl...


Lizher-kelaouiñ : Un den tost da De Villiers e penn « Tout commence en Finistère » #22
Lizher-kelaouiñ : Un den tost da De Villiers e penn « Tout commence en Finistère » #22 episode artwork
#22
10/13/2025

Da glevout, e lizher kelaouiñ Splann! e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Focus

Un den tost da De Villiers e penn an ajañs Tout commence en Finistère ;

Skolaj Sant-Pêr er Releg : ar rener bet, Yves Lae, tamallet dezhañ feulsterioù liesseurt ha torroù-lezenn arc’hant.

Dastumet evidoc’h

Tu-dehoù pellañ : « emgann an dilennadegoù ti-kêr » ;

Distrujet eo emrenerezh labour-douar Palestina ;

Dic’hastañ servijoù ar rannvro, koulzad 2, e Broioù al Liger ;

Ecotree o tifenn ur c’hred karbon faltaziet ?

Tribunelloù spor...


Lizher-kelaouiñ : A-raok un distro tomm, bec'h ha reuz a bep tu #21
Lizher-kelaouiñ : A-raok un distro tomm, bec'h ha reuz a bep tu #21 episode artwork
#21
09/14/2025

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Focus

Arz non grata er Releg-Kerhuon… Nullet eo ur pikol raktres krouet get Feda Wardak, àr ar mor o sevel. Sañset e vehe bet staliet àr an draezhenn ruz. “Kudennoù surañtez” a respont an ti-kêr hag ar leurenn Quartz… Estroc’h a c’hellehe bout ;

Concentrix devant la justice: harcèlement et humiliations présumées, tentatives de suicides et séjour à l’hôpital… Retour sur l’enfer vécu par des salarié.es syndicalistes de SUD.

Dastumet evidoc’h<...


Heklev an hañv : 5 bloaz « Splann ! » e Kastellin
Heklev an hañv : 5 bloaz « Splann ! » e Kastellin episode artwork
#17
08/10/2025

Selaouit diouzh ar reportaj war deiz ha bloaz « Splann ! » a zo bet lidet e Kastellin d’an 28 a viz Even war an abadenn Heklev an hañv, un abadenn savet gant Radio Breizh.

Ar pennad kaoz a lak war wel labour splann hag an enklaskoù savet gant kazetennerien ha kazetennerezed ar media dizalc’h. Aterset eo bet Morgan Large, Caroline Trouillet, Kristen Falc’hon hag ivez an dud a oa war plas evit selaou an abadennoù ha dañsal er fest noz !

Keleier : Aodren Trehin Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé Poltridi : Eric Legret


Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20
Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20 episode artwork
#20
06/30/2025

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Neventioù « Splann ! »

Kaset e oa bet ar media enklask dirag ar lez-varn get ur lobby galloudus a labour àr ar c'hig-moc'h. Da-heul un enklask, da lenn aze. Doéré mat a zo: nullet eo bet klemm Philippe Bizien get ar lez-varn.

Doéré arall

Idemia, un embregerezh e-dan ensell ar lez-varn broadel àr ar c'hontoù, a resev yalc'hadoù publik a-berzh Kumuniezh-kumunioù Gwitreg. Saotret eo dour an Aber-Ac'h a-gaoz da uzin laezh Even.

Dastumet evidoc’h

Implijet eo bet teknologiezh dige...


Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc
Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc episode artwork
#16
06/14/2025

Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh « Splann ! » gant Philippe Bizien saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur gant ar varnerien.

Ar prosez kentañ eo zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet kroet. Kaset en doa ar saver moc’h « Splann ! » dirak al lez varn, prezidant Alain Goutal, prezidant ar media enklask hag an daou gazetenner o doa skrivet ar pennad « Copains comme cochons ».

Evit ar produer moc’h eo ul labour da wallvrudañ anezhañ zo bet embannet war lec’hienn...


Feulsterioù 'ba lise Itron Varia Kreiz-kêr Kastell-Paol ur Betaram mod Breizh
Feulsterioù 'ba lise Itron Varia Kreiz-kêr Kastell-Paol ur Betaram mod Breizh episode artwork
#15
06/13/2025

Feulsterioù korf ha revel zo bet ‘ba Lise Itron Varia Kreisker ‘ba Kastel-Pol. C’hoarvezet int dreistholl e-kerzh ar bloavezhioù 1970-80 evel ar pezh a oa bet embannet gant ar media enklask enlinenn Splann !.

Un ambiañs evit spontañ ar re yaouank pe dresiñ anezho evel ar pezh a zo bet kontet deomp gant Ronan L’Hourre bet skolajiad ‘bar C’hreisker un hanter kant vloaz zo bennaket. Klevet komz eus ar feulsterioù ‘bar skolaj-lise kristen Kastel ne oa ket ur souezhadenn evitañ… Selaouomp e desteni.

Emañ gant Erwan Blanchard (Radio Breizh).

Kenlabourat a ra gant...


Respont a ra Kristen Falc'hon diwar-benn ar prosezerezh justis savet gant penn bras ur lobby moc'h enep « Splann ! »
Respont a ra  Kristen Falc'hon diwar-benn ar prosezerezh justis savet gant penn bras ur lobby moc'h enep « Splann ! » episode artwork
#14
06/09/2025

Nullet eo bet ar c’hlemm gwallvrudañ enep « Splann ! » gant kambr-imbourc’h lez-varn Roazhon ar Gwener 6 a viz Even 2025. Douget eo bet ar c’hlemm-se gant Philippe Bizien, prezidant Evel’Up hag Inaporc.

Kaset eo bet Splann ! d’ar lez-varn a gaoz d’ar pennad « Copains comme cochons » a zo bet skrivet gant Kristen Falc’hon a zo kendiazezer media dizalc’h ha Breizhad « Splann ! » ha gant Inès Léraud.

Kemeret en deus ar gaoz Kristen Falc’hon ar 7 a viz Even war Ici Breizh Izel diwar-benn diviz al lez-varn a za war zu frankiz ar mediaoù.

...


Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19
Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19 episode artwork
#19
05/13/2025

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !

Enklask ar miz : gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d’ar melestradurezhioù.

Fokus : ne vez ket graet mat war-dro ar surentez e uzin Olmix e Berhan (56). Anavezet mat eo an embregerezh-se rak treuzfeurmet e vez bezhin glas ganto.

Dastumet evidoc’h

#MeTooWarVor Ur prosez talvoudus oa dalc’het e Brest e fin miz Ebrel. Gena...


Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh
Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh episode artwork
#13
05/05/2025

Un uzin chipsoù nevez er vro, peadra da flemmañ kuriusted ar media Splann !.

Sur-mat eo anavezet ganeoc’h ar merk chipsoù Bret’s hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac’hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Bret’s. Hag a-benn nebeut e vo krouet un uzin nevez er vro.

Kement-mañ en deus flemmet kuriusted ar gazetennerez Nolwenn Weiler, a zo bet oc’h enklask evit Splan...


Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18
Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18 episode artwork
#18
04/01/2025

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !

Enklask ar miz : Saotreet e oa bet an dour da evañ e Rostrenn e-pad 7 vloaz. Adkavit enklask Nicolas Cossic, kazetenner e Splann ! amañ.

Dastumet evidoc’h

Lazhet eo bet gant ar bezhin glas… Ha setu un doéré istorel! Prouet e oa bet ar liamm etre marv Jean-René Auffray hag ar bezhin glas. Setu disoc’h ur c’horfskejadur (une autopsie) a oa bet graet d’ur pemoc’h-gouez kavet marv àr draezenn Saint-Maurice e Morieu (Aodoù an arv...


Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17
Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17 episode artwork
#17
03/05/2025

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !

Enklask ar miz : Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez.

Dastumet evidoc’h :

Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret e tiriadoù biologel, ha traoù arall.

Barnet e oa bet 8 stourmer.ez ekolo e Lyon… evit bout lakaet ur giton.

Saotret eo an aer e Roazhon.


Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16
Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16 episode artwork
#16
02/05/2025

Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !

Fokus:

Dremmoù disheñvel Alain Glon, penn bras al lobioù ekonomikel ha sevenadurel e Breizh Temptadur ar betoñs en arvor - un enklask nevez da zizoleiñ Atersadenn ar medisin Pierre Philippe, sacher evezh war ar bezhin-glas

Dastumet evidoc’h:

Tammoù plastek war an traezennoù Klemm a ra an FNSEA àr ar c’hontrolliñ o atantoù, met 9/10 n’int ket bet kontrolet Kudennoù war-dro an agrivoltaïsme Taget ar c’helaouiñ gant an tu dehoù-pellañ

Da adkavout...


Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15
Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15 episode artwork
#15
01/13/2025

Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧

Fokus :

Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm ? Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez 2024.

Dastumet evidoc’h :

Sindikad ar muiañ niver e Frañs a stumm e izili d’ar lobbying, d’ar c’hehentiñ ha meriñ raktresoù. Saotret eo an deur c’hoazh. Piv a roio...


War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! »
War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! » episode artwork
#12
12/31/2024

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz.

Gant France Bleu Breizh Izel eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.

Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.

Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e A...


Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh
Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh episode artwork
#11
12/23/2024

Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙

El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel.

En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet « Splann ! ».

Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ?

Goulennataet eo...


Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh
Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh episode artwork
#10
12/19/2024

Fellout a ra d’an embregerezh Ymeris astenn mengleuz Andalouzit Groñvel.

Ur c’hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Hag roet en deus ar Stad an aotre d’an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontamus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d’ar pezh a embann Imerys.

Setu ar pezh a zo diskouezhet gant enklask diwezhañ ar media « Splann ! ».

Displegadennoù gant Metig Jakez-Vargas.

Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arv...


[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14
[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14 episode artwork
#14
12/12/2024

Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧

Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh. Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded… Piv evit kemer plas ar labourizion ezed-douar o vonet kuit ? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar labour… Chalus bras an afer, a zo moian da selaou hirroc’h warni get LSD war France Culture. Stou...


Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13
Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13 episode artwork
#13
11/14/2024

Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’ober e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal…

Ar gevredigezh Wild Bretagne ‘zo just a-walc’h o klask sevel arc’hant da brenañ 20 devezh-arat a goadoù gant ar mennozh-se, ha soutenet eo evit en ober gant strollad naturourien arbennig war al loened bronnek. Splann ! ‘zo b...


Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12
Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12 episode artwork
#12
10/07/2024

Evel bep miz e lakomp ar gaoz berr-a-berr war hol lizher kelaouiñ, ar media dizalc’h el linenn. Hag ar miz-mañ, e-touez sujedoù all, ‘zo kaoz eus gouarnamant nevez Michel Barnier, ha dreist-holl eus ministr nevez an ekonomiezh.

Hag evel-just ‘zo tu deoc’h lenn al lizher kelaouiñ en brezhoneg penn-da-benn.

Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.

Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ goue...